6
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
| Bloavezhioù: 3 - 4 - 5 - 6 - 7 - 8 - 9 |
|
| Dekvedoù: -20 -10 - Bloavezhioù 0 - 10 20 |
|
| Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved |
|
| Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
|
| Evit bloaz 6 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
| Evit ar bloaz -6, gwelet ar bajenn : | -6 |
| Evit an niver 6, gwelet ar bajenn : | 6 (niver) |
| Evit an departamant gall 6, gwelet ar bajenn : | Alpes-Maritimes |
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
[kemmañ] Skiantoù naturel ha jedoniezh
[kemmañ] Skiantoù an den
[kemmañ] Politikerezh, gwir ha kevredigezh
- Sina : Arnodenn dre ret evit an danvez kargidi politikel.
- Ru Zi Ying, Impalaer eus an dierniezh Han; deroù marevezh ar Jushe.
- Roma : Embannet al lezenn lex aerarium militare ma teroer ul leve Stad d'ar vrezelourien gozh, arc'hantaouet gant an dell nevez war an hêrezh (5 %) ha dre kef prevez an Impalaerien.
- Kernez e Roma. Lakaat a ra Aogust daougementiñ al lodennoù ed roet d'ar werin.
- Tan-gwall drastus e Roma. Krouet eo ar c'hazarnioù.
- Korsika ha Sardigna a zeu da vezañ proviñsoù impalaerel (6-67).
- Pannonia : Deroù un emsavadeg kaset da beenn gant Bato war tu a-dreñv lu Tiber (betek 9). Dibab a ra Tiber Karnuntum da savlec'h argadiñ a-enep da Varoboduus. En em gannañ a ra al lejion roman Legio XX Valeria Victrix a-enep d'ar Varkomaned. Savet ez eus ur c'hreñvlec'h roman (orin kêr Wiesbaden).
- Anvet eo ar Markoman Maroboduus roue-stag ouzh Roma ha roet eo dezhañ an titl ofisiel a mignon pobl Roma.
- Jude ha Moesia a zeu da vezañ proviñsoù roman. Coponius, prokulator Jude, Samaria hag Edom (6-9). Gwaredet eo Siria gant al lejionoù X Fretensis, III Gallica, VI Ferrata, ha XII Fulminata.
- Aet faezh gant emzalc'h tiranek Herod Archelaos anezhañ tetrak Jude ez a un dileurierezh Yuzevien ha Samaritaned da Roma. Goulenn a ra Aogust digant Archelaos distreiñ da Roma. Digadoriet eo ha kaset da Vienne e Galia. Dont a ra Jude, Samaria hag Edom da vezañ proviñsoù roman. Staget int ouzh Siria ha meret gant ur prefed o chom e Caesarea na ya da Jeruzalem nemet pa vez gouelioù. En e gerzh ez eus ur bagad skoazell evit derc'hel an urzh vat. tutet e vezont e-touez annezidi Plaenenn Sharon ha Samaria. Diskarget eo ar Yuzevien-rik d'ober o c'hoñje e lu Roma.
- Jude : Niveridigezh dindan Publius Sulpicius Quirinius hervez Flavius Jozeb.
- Maghreb : Emsavadeg ar gantreerien getul hag o c'hevredidi e Afrika.
[kemmañ] Relijionoù ha mitologiezhioù
[kemmañ] Arzoù ha sevenadur
- Lennegezh : Skrivet gant Octavius Augustus roll e oberoù meur da vezañ merket war e vez (ar "Res Gestae Augustae").
[kemmañ] Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
[kemmañ] Ganedigezhioù 6
- 6 Du - Agrippina ar Yaouankañ, Impalaerez roman (pe 15)
- Jezuz, dre voas bloaziad posupl diwezhañ diouzh niveridigezh Quirinius er bloaz-se
- Nero Caesar, mab Germanicus hag Agrippina an Henañ.
[kemmañ] Marvioù 6
- Kleopatra Selene, merc'h Kleopatra VII Egipt ha Mark Anton, rouanez Numidia.

